Candide

Golo Candide, e 1759. Skrivet eo war ar golo eo troet diwar an alamaneg.
Kouevrengravadur eus 1755 ma weler tangwall e Lisboa ha tsunami er porzh.
« Diaouled Pangloss a oa skilfek ha lostek ha reut e oa ar flammoù  » (pennad VI)[1].
An daou varmouz war-lerc'h o div vestrez. Embannadur 1803. Candide a lazho an daou varmouz o krediñ e oant oc'h ober droug.

Candide ou l'Optimisme zo ur gontadenn filozofikel c'hallek, savet gant Voltaire hag embannet e Suis, e kêr Genève, e miz Genver 1759. Ugent gwech e voe embannet e-pad buhez an oberour, gant se eo unan eus an oberennoù a reas ar brasañ berzh el lennegezh c'hallek.

« Candide » eo an haroz, un anv deuet eus ar ger latin candidus, hag a dalv, war un dro, kement ha "gwenn", hag ivez "a feiz vat", "didro". An anv dibabet-se a ziskouezfe kredoni an haroz. Souezhiñ a ra, a-hed e droioù, rak kement tra amreizh a wel.

Meneg zo er gontadenn eus kren-douar ar 1añ a viz Du 1755 e Lisbon, ha displegañ a ra Voltaire e sell ouzh an Droug er bed. Gwelet eo ar gontadenn evel un dagadenn nerzhus ouzh ar wellwelouriezh, kelennet gant an Alaman Gottfried Leibniz en e oberenn c'hallek La Monadologie, e 1714.

Hervez a lenner war golo an embannadur kentañ e 1759, e vefe troet ar gontadenn diwar skrid alamanek an docteur Ralph. E gwirionez n'eo nemet unan eus lesanvioù Voltaire evit en em ziwall diouzh an aotrouniezh hag e bolis.

Candide zo ivez un danevell-veaj a droio an haroz da filozofour, un doare Télémaque a c'hiz nevez.

  1. Les flammes droites sur l'habit annonçaient la mort.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search